Caret Doue dreist pep-tra, a zo præferi Doue da bep-tra-oll, o veza ma’z-eo ar mâd souveren : cetu pegueit e za an disposition eus a galon ur c’hristen mâd ; caret a ra Autrou Doue muioc’h eguet e vadou, e guerent, e vignonet hac e vuez memes : compren-mâd a ra ar pez a lavar deomp hor Zalver adorabl en e Aviel : piou-bennac a gar e dad hac e vam mui evidon-me, ne dê quet dîn ac’hanon [1]… Mar de ho lagad un objet a bec’het evidoc’h, diframmit ho lagad ha taulit-en pell diouzoc’h, rac guel e deoc’h antren é rouantelez an êe gant ul lagad hepquen, eguet disquen en ifern gant ho taoulagad o daou [2] : evel-se ar guir gristen a so ato contant da guitaat e guerent hac e vro quentoc’h evit displijout da Zoue, guel eo ganthan memes coll e vuez eguet terri e lezen… En a zo, dre c’hraç Doue, bras an niver eus an dud pere o deus lezet pep-tra ha roet ho buez evit en em zavetei ! Considerit, en effet, ar religiuset santel-se pere, hirio c’hoas, en em dên er c’houenchou, evit beva en dienez a bep-tra hac evit ober pinigen ! Eno e tremenont an deiz o castia o c’horf, ac an nos o velc’hi gant o daëlou ar c’hoat a zervich dezo da benvele ! Considerit ive ar verzerien gourachus-se pere o deus souffret ar maro gant quement a joa, e creiz ar brassa tourmanchou evit gounit ar vuez eternel ! Nan, netra na ell dispartia diouz Doue ar re er c’har e guirionez.
Mercou eus ar guir garantez… Nep a gar e guirionez an Autrou Doue a zonch alies ennan ; a guemer cuzul diganthan e pep-tra ; hac a vir-mâd e c’hourc’hemennou. Beza ez-eus etre’r speret hac ar galon un union quer-bras, ma’z-eo avoalc’h