Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
doctrin ar guir gristen.

anaout e petra e sonch un den, evit anaout pehini eo an objet eus e garantez : rac-se an den avaricius ne zonch nemet er voyen da gresqui e vadou ; an den ambitius nê de occupet nemet eus a enoriou ar bed ; an den lubric ne glasq nemet plijaduresou e gorf ; perac ? Abalamour sperejou ha calonou an dud-ma a zo eno eleac’h ma ema o zenzor hac o Doue : ubi est thesaurus vester, ibi et cor vestrum erit [1]. Er memes tra, nep a gar an Autrou Doue a zonch ive alies ennan ; hac a guemer e pep-tra cuzul diganthan : ur c’hrouadur-mâd ne gar ober netra aroc beza consultet e dad gant aon d’en em drompla, pe da ober un dra-bennac hac a alfe displijout d’e dad : evel-se ive, ur c’hristen-mâd a zo leun a fizianç e Doue, hac a zisfizianç anezan e-unan : goulen a ra a greiz e galon digant Doue : mæstr, petra fell deoc’h a raffen-ma ? Domine, quid me vis facere ? [2] Ha diganthan e-unan : petra dalvezo d’în-me, ar zonch, ar goms, an action-se, evit an eternite ? Quid est hoc ad æternitatem ? [3]… Ur c’hrouadur ive pehini a gar e dud en em blich en o c’hompagnunez hac a zent outho pront ha gant joa : er memes tra, ur c’hristen-mâd en em blich e præsanç Doue : aon en deus, evit guir da zisplijout dezan, mæs leun eo a fizianç hac a gourach o songeal penos quement a ra a vâd a zo guelet gant Doue ha merquet evit an êe : miret a ra gant ur zourci ar vrassa an oll gourc’hemennou divin ; ober a ra anezo, gant ur joa incomprenabl, evel ar profet, ar zujet ordinal eus e veditationou hac ar reglen eus e vuez : quomodò dilexi legem tuam, Domine, totâ die meditatio mea est ! [4] Ha Doue e-unan a lavar, o parlant eus ar seurt tud-ma,

  1. [Luc. XII, 34.]
  2. [Act. IX, 6.]
  3. [Gw. p. 97.]
  4. [Ps. CXVIII, 97.]