len c’hoas muioc’h a boan dre garantez evit silvidiguez e nessa : ampliùs, Domine, ampliùs ! Comprenomp-mâd quemen-ma oll, ha descomp caout truez ous hon nessa hac er sicour en e oll ezomou, quen spirituel quen temporel… An œuvrou spirituel a drugarez-so : 1° instrui ar re ignorant ; rei a reomp gant hast un tam bara d’ar re a velomp var ar poënt da vervel gant an naon ; mæs, allas ! alies ne rer van-ebet evit guelet tud ignorant pere a varvo æternelamant, ma ne anavezont quet ar guirionezou principala eus ar feiz. 2° Corrigea ar re a vanq : Doue en deus roet da bep-unan ar zourci eus a silvidiguez e nessa : unicuique Deus mandavit de proximo suo [1] ; guelet Doue offancet hac an nessa oc’h en em goll, ha chom hep lavaret, hac hep ober netra, a zo rei da anaout penos ne garomp na Doue, nac hon nessa : difen a reomp ur mignon, ha sicour a reomp un aneval e cas a ezom, perac eta na zifennomp-nî quet an Autrou Doue, ha na zicouromp-nî quet hon nessa ? 3° Consoli ar re affliget : pa velit un den affliget, en em gonsiderit evel un æl-mâd roet dezan gant Doue evit er c’honsoli. 4° Pardoni an nessa, pa en deus græt ur boan bennac-deomp : pardonit, eme hor Zalver, hac e viot pardonet [2] ; eürus an dud trugarezus abalamour ma veso Doue trugarezus en o andret ! [3] 5° Rei cuzul d’ar re o deus ezom : un ali-mâd a dâl alies muioc’h eguet ur peç aour, o veza ma c’hell hon distrei diouz an drouc, hac hon lacat da ober ar mâd. 6° Pedi evit ar re-veo hac ar re varo : hon dever hac hon interest hon-unan eo pedi an eil evit eguile… An œuvrou corporel a drugarez-so : 1° Rei da zibri d’ar re o deus naon ha da efa d’ar
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/155
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
eil loden.