vitam æternam custodit eam [1]. Ar yuniou hac ar pinigennou a reomp a zo evel an holen pehini hor præservo eus ar gorruption. An ini en deus ul loen re-vaguet a deu a ben anezan dre’r yun ha dre’r squisder : an ini a zoug un tenzor precius a gar bale en deiz hac e compagnunez cals a dud : greomp ar memes tra, squizomp hor c’horf dre’r yun ha dre’r binigen, gant aon n’en em revoltfe a enep hor speret pehini a zo quer pront ha quer zempl : dalc’homp anezan pell diouz pep goal-occasion evit gallout conservi-mâd an tenzor precius eus a c’hraç an Autrou Doue pehini a zougomp en ur vessel dorus etouez dangerou ar bed : baleomp epad sclerigen an deiz gant aon da veza surprenet gant tevaligen an nos, da lavaret eo, greomp gant sourci hor silvidiguez epad ar vuez-ma, rac erru eo ar maro goude pehini ne allimp ober netra evit an êe.
V. Adori a rêr Doue dre’r vertus a religion… Ar vertus a religion a zo, eme sant Thomas [2], ur vertus moral dre behini an den a rent da Zoue ar respet hac an enor dleet dezan. An excellanta hac ar guenta eo eus ar vertuziou moral, o veza ma compren, pe ma testum (religat) hon oll deveriou e quêver Doue, e quêver hon nessa hac en hon andret hon-unan. Ne c’honter quet etouez ar vertuziou theologal, rac ne dê quet Doue, mæs an enor dleet dezan eo e deus evit objet quenta, ha disquen a ra eus ar vertus cardinal hanvet ar justiç.
Ar vertus a religion a ordren deomp renta da Zoue, d’ar zænt, ha d’o relegou an enor a zo dleet dezo, hac a zifen ouzomp ober netra control dezi.