Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xij
pedennou

va æl-mâd, va sant paëron, sænt paëronet eus va fârres hac eus va bro, obtenit d’in digant Doue ar pardon eus va fec’hejou ; o detesti a ran, renonç a ran dezo oll eus a greiz va c’halon.

d’ar C’hyrie.

Ar C’hyrie pehini a sinifi: Doue, ho pezit truez ouzin! a repeter er c’hœur bete nao guech, evit rei d’în da gompren peguement e tlean desirout ar pardon eus va fec’hejou.

Ia, va Doue, ha pa lavarren bep moment eus va buez : ho pezit truez ouzin ! ne lavarren quet c’hoas alies avoalc’h, quer bras eo an niver hac ar grevustet eus va offançou ! Permetit eta, va Jesus, ma savin va daoulagad varzu an auter pehini a so an trôn eus ho trugarez ha ma repetin mil ha mil guech : Va Doue, va Zalver benniguet, ho pezit truez ouzin ha pardonit ac’nanon !…

d’ar Gloria in excelsis.

O va Doue, er barados hepquen, e c’heller ho c’hlorifia evel ma’z-eo dleet, cousgoude, ama var an douar, er vro-ma a exil, me a fell d’în unissa va mouez gant ini an ælez evit ho meuli hervez va galloud, hac eus a greiz va c’halon. Ra viot glorifiet en êe ha var an douar ! Rac c’hui, ô va Jesus, eo an Autrou souveren ; c’hui eo an oan a effaç pec’hejou ar bed ; c’hui eo an ini en deus sellet a druez ouzomp, hac en deus hor prenet gant ar prix eus ho coad ! Ra vezo ho benediction, ho c’hraç hac ho peoc’h etouez hoc’h oll vugale, ispicial en hon touez-ni, evit ma c’hallimp ho meuli assamblez var an douar, ha goude ar vuez-ma, ho meuli assamblez er barados !…