laverunt diis et non Deo [1] ; evel-se Doue an den avaricius eo an arc’hant, Doue an den lubric eo an debauch, ha Doue an den gourmand eo ar cher-vâd... Mar fell deomp dihoal diouz ar seurt idolerez-ma, comprenomp penos ne domp crouet gant Doue nemet evit e anaout hac e garet ; n’en em zervichomp eus an traou crouet, nemet evit gallout en em zevel varzu hac ennan, hac e veuli e pep-tra, eus a bep-tra, hac e pep amzer.
Non assumes nomen Dei tui in vanum.
Ne guemerot quet e vên hano an Autro ho Toue.
Doue, dre’n eil gourc’hemen , a ordren deomp enori e hano santel hac a zifen ouzomp er profani : enori a rer an hano a Zoue dre’r beden, dre’r c’honversationou santel, dre’r vœu, drê’l lê just ha legitim.
I. Enori a rêr an hano zantel a Zoue dre’r beden : rac dre’r beden e rentomp da Zoue an homach hac ar respet dleet d’e vajeste divin, abalamour dre’r beden, e c’hanzavomp, eme Dertulien, penos e tepantomp e pep tra diouz Doue ha penos en deus ar pez a vanq deomp, hac a c’houlennomp diganthan : deputamus illi quod petimus [2] ; dre’r beden e rentomp dezan an enor a c’houlen diganeomp pa lavar : offrit d’în ur sacrifiç a veuleudi, hac ar sacrifiç-se a vezo meurbed agreabl dirac va daoulagad : immola Deo sacrificium laudis [3]. Dre’r beden Ilis an douar a deu da veza imach beo Ilis an êe : en eil hac en eben e c’hadorer hac e veuler ar memes Doue, ha tud just an douar a repræsant sænt ar barados.