an accustumanç da douet a zo fall-bras, rac exposi a ra an den da ober goal-fin. Laqueomp eta e vez da douet pe da lacat ar re-all da douet inutilamant ; ne douomp nemet gant respet ha gant spount, goude beza græt reflexion varnomp hon-unan, var ar pez a douomp, var garacter ar re a c’houlen al lê diganeomp ha var ar c’honditionou requis evit gallout en ober hep offanci Doue.
Doue, dre’n eil gourc’hemen, a zifen ouzomp, touet e vên, touet e faus, ober imprecationou pe zroug-pedennou, ha blasphemi.
I. Touet, eme sant Augustin, a zo quemeret Doue da dest: testis est Deus. An deologianet a espliq ive petra eo al lê : touet, emezo, a so assuri pe nac’h un dra-bennac græt pe da ober, dre’n desteni eus a un dra sacr. Assuri pe nac’h un dra-bennac, ar pez a eller da ober, non pas hepquen dre gomzou, mæs ive dre actionou : o sevel an dorn, evel a rêr e justiç ; pe o tisquez an êe, an douar pe un-all bennac eus an traou crouet. Dre’n desteni eus a un dra sacr : abalamour al lê en em raport ato da Zoue dre zicour pehini e fell deomp proui ar virionez pa en em zervichomp eus e hano, eus an Aviel, eus ar zænt pe eus a un dra-bennac-all pehini en deus necesseramant rapport da Zoue. Pa douer dre’n Aviel, eme sant Thomas, e touer dre Zoue a behini ar c’homzou zantel ha guirion a zo discleriet en Aviel : pa douer dre’r zænt, eo abalamour ma o deus credet ar guirionezou-se hac o miret gant fidelite. Al lê a zo mâd hac agreabl da Zoue, pa vez græt gant ar c’honditionou requis , mæs ep ar c’honditionou-se, al lê a zo ul lê inutil ha difennet, ul lê faus, ur requet fall, ur blasphem,