ha cetu ar pez a zifen Doue ouzomp dre’n eil gourc’hemen… Doue a zifen ouzomp touet inutilamant pe e væn ; pa lavar deomp en e Scritur : ne guemerrot quet hano an Autrou ho Toue e væn : non assumes nomen Dei tui in vanum ; laquit evez da douet hep necessite, dre accustumanç : jurationi non assuescat os tuum ; na dleit quet prononç re-alies an hano sacr a Zoue, gant aon d’er prononç hep respet : nominatio Dei non sit assidua in ore tuo ; en em gontantit, eme hor Zalver, da lavaret, ia, ha nan, quemen-se so guir, quemen-se ne dê quet ; ar pez a livirit ouspen a zorti eus a ur zourcen fall : sit autem sermo vester : est, est, non, non, quod his abundantius à malo est. Mæs, eme c’hui, ma na douan quet ne vezin quet credet : goas-aze, quemen-se a ro da entent penos n’edoc’h quet anavezet gant an oll evit un den guirion ha mâd avoalc’h : un den honest, n’en deus nemet e c’her, hac ur gaouyad ne vez quet credet, memes pa lavar ar virionez… Ama marteze e c’houlennot, a touet eo, lavaret : e feiz ia, e feiz nan, foultr biscoas, fi-doue, m’en toue, par-die ? Respont a eller penos quemen-ma a ell depantout cals eus an intantion hoc’h eus : mar hoc’h eus intantion, oc’h en em zervichout eus a unan-bennac eus ar c’homzou-ma da douet, e touit veritablamant ; rac evitho da veza corrompet eo æz anaout eus a beleac’h e teuont ; hac eguis ma ez-int leou eus ar pez a zo a zantella en o c’henta sinifianç, e c’heller en effet en em zervichout anezo evit touet ; mæs, mar prononcit ar guæriou-ma dre accustumanç pe dre fragilite, hep intantion merquet-ebet, ne douit quet dreizo, evit guir, mæs fall a rit oc’h o fro-
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/173
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
eil loden.