nonç gant aon da scandaliza an dud sempl, hac ive gant aon d’en em accustumi da lavaret ar seurt comzou en despet d’an avis a ro deomp ar Speret Santel : n’en em accustumit quet da brononç comzou difæçon ; rac an accustumanç-se a zo fall ha ne dê quet exant a bec’het : indisciplinatæ lognelæ non assuescat os tuum, est enim in illa verba peccati.
II. Ar parjur a zo ul lê faus, pe un dorridiguez da ul lê just ha ræsonabl : rac-se e parjurer e diou fæçon : o touet e faus, hac o terri ul lê græt justamant ha gant ræson… 1° o touet e faus : dre exempl, c’hui, bugaligou, a dou d’ho quærent hoc’h eus lavaret ho pedennou, petra-bennac ma c’houzoc’b erfad n’hoc’h eus quet o lavaret : daou bec’het a gometit ; da guenta o touet e væn, ho querent ne c’houlennent quet, ha ne dleient quet goulen diganeoc’h al lê ; d’an eil, o touet e faus, da lavaret eo, a-enep ar virionez, ar pez a zo ato ur pec’het-bras, hac a vechou ur c’haz reservet, pa douomp dirac justiç pe dirac tud pere o deus guir d’hon lacaat var hon lê, evel ar roue, ar varnourien, an escop : ar re guenta en urs civil, hac an escop en urz ecclesiastic. 2° Parjuri a rer c’hoas o terri ul lê græt gant justiç ha gant ræson : dre exempl, c’hui, priejou, hoc’h eus touet fidelite an eil d’eguile ec’hars troad an auter sacr, hac a vanq d’ar fidelite-se ; pec’hi marvelamant a rit o terri ho lê, hac ur pec’het marvel-all a gometit oc’h ober un action gontrol da lezen Doue. C’hui, oficerien bublic, hoc’h eus grêt lê d’en em acquita mâd eus ho carg, hac a lez an disurs da rên dre ho faut ; pec’hi a rit marvelamant e diou fæçon : o terri ho lê hac o chom hep lacat an urs-vâd, hervez ho galloud ; c’hui,