Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
eil loden.

fonctionerien bublic, generalet a arme, a dou fidelite d’ho prinç, parjuri a rit mar deuit d’en abandoni. N’em boa quet touet a galon, a lavar lod, mæs hepquen divar bec va zeod, evit savetei an apparanç, plijout d’ar prinç ha caout ur plaç-bennac evit gallout en em sicour da veva : tromplet ho poa ar prinç ; mæs Doue na eller quet da drompla, ha fall-bras hoc’h eus græt o touet e væn.

An imprecation pe an drouc-peden a zo requeti drouc deomp hon-unan pe d’ar re-all. An diaoul da[z] caço ganthan, a lavar an tad miserabl-se en e goler, d’e grouadur ! Me garre beza maro, a lavar ive ar pec’her-se en ur moment a jalamand pe a zizesper ! O Doue, horrupla pec’hejou !… Requeti ar maro gant aon da offanci mui an Autrou Doue, hac evit gallout jouissa quentoc’h eus e bræsanç a zo un dra-vâd ; rac-se ar profet a lavare : pell avoalc’h-so ha re-hir, ô va Doue, abaoue ma emaoun var an douar-ma e peleac’h ez-oc’h quement offancet : habitavi cum habitantibus Cedar [1] ; goal-eur d’în, eme an den zantel Job, abalamour ma’z-eo c’hoas astennet an amzer drist eus va exil [2] : na zeziran netra quement evel guelet o cuëza ar chadennou pere am dalc’h pell diouz va Doue, a lavare alies an abostol sant Paul [3] : mæs desirout ar maro dre zrouc hac hep en em gonformi da volontez an Autrou Doue a zo pec’het. Me garre beza maro, eme c’hui, rac n’em eus nemet poan ha miser var an douar ! mæs ar poaniou ber-se eus ar vuez-ma, mar souffrit anezo gant patiantet, a dalvo deoc’h un æternite a joa, eme an abostol : momentaneum tribulationis nostræ, æternæ gloriæ pondus ope-

  1. [Ps. CXIX, 5.]
  2. [N'eus anv ebet eus harlu e levr Job.]
  3. [Cf. Act., XXVI, 29 : Opto apud Deum… omnes… fieri tales, qualis et ego sum, exceptis vinculis his.]