zoc’h hac en em guemerit rac eon ous Doue ; o injusta, o insolanla cundu ! perac, da viana, na ziscarguit-hu quet ar vilim eus hoc’h arrach a-enep un dra-bennac eus an traou crouet ? perac e clasquit-hu, evit er blasphemi, hano santel an ini a zo mæstr absolu da hep-tra ? Contra quem exaltâsti vocem tuam ? contra sanctum Israel [1]. Pa en em revolt ur c’hrouadur a-enep e dad, ur zervicher a-enep e væstr, ur zujet a-enep e roue, en em revoltont evit guir a-enep tud huelloc’h evitho dre o stad hac o c’hondition ; mæs c hui, blasphematourien, piou oc’h-hu, comparachet gant Doue ? e ma oc’h etre zaouarn, evel ur pod pri etre daouarn ur poder ; perac eta na grenit-hu quet gant aon na lamfe diganeoc’h, er moment-ma vlasphemit, ar vuez hoc’h eus recevet diganthan ? Pa bec’h an den lubric, n’er gra nemet evit satisfia e bassionou brutal ; pa gomet al laër un torfet bennac, ne zonch nemet en aour hac en arc’hant ; pa vers an den ambitius e goustianç hac e ene, ne glasq nemet plaçou huel hac enoriou ar bed ; mæs c’hui, blasphematourien, pe seurt profit a dennit-hu eus ho plasphemou ? pe seurt gounideguez a deu deoc’h-hu ? Gounit a rit an ifern : chetu eno ar beamant dleet d’ho plasphemou ; o terrupla peamant ! o estrancha gounideguez ! Stipendia peccati mors [2].
2° Ar blasphem a zo langach an drouc-sperejou. Len a reomp er Scritur sacr penos ar bobl eus ar Judee, o veza græt alianç gant ar Moabitet ha quemeret priejou en o zouez, ar vugale ganet eus an dimiziou fall-ma, ne barlantent mui langach ar Yuzevien [3] : ne ouzon quet gant piou hoc’h eus graet alianç, blasphematourien mise-