trol, abalamour d’e dech, eo e vezo goassoc’h condaonet dirac ar justiç… Me ne vlaspheman, eme c’hui, nemet pa stourm an traou ouzin : penos ho penfec, ho servicher eo a ra poan deoc’h, hac abalamour da ze e scoet gant ho tad, da lavaret eo, e oc’h offancit an Autrou Doue ! pebes follentez ! an traou a stourm ouzoc’h : hac e sonch deoc’h ne stourmint mui pa ho pezo blasphemet an hano sacr a Zoue ? Er c’hontrol, lod eus a Dadou an Ilis a gred gant ræson, penos an drouc-speret a ell, dre bermission Doue, lacat an traou da stourm evit ho lacat da bec’hi ha da goll ar barados. Ho pugale hac ho servicherien ne zentont quet : mæs na illit ober netra-vâd, nemet dre zicour Doue ; ha credi a rit-hu e rentot mâd ho tud o pedi an drouc-speret ? Salocras, Doue ne ro quet e venediction d’ar seurt pedennou : ho pugale hac o tomestiquet a vezo tud fall evel doc’h… Lavaret a rit eo trist an amzer a ren ; penos ne brosper netra etre ho taouarn : ne brodu netra ho parqueier ; quemen-se a zo just ; rac ac’hanoc’h eo e parlante ar profet David pa lavare en-unan eus e salmou : an dud miserabl-se o deus græt goab eus a venediction Doue, ha benediction Doue a bellaï dioutho : roet o deus ar bræferanç d’e valediction, hac e valediction a zisquenno varnezo, a antreo enno evel ar goad a red en o goazied, a c’holoï anezo evel ur viscamant, hac o stardo evel ur gouriç pehini a renquint da dreïna epad an oll eternite : Noluit benedictionem et elongabitur ab eo ; maluit maledictioncm et eveniet ei… Sicut vestimentum quo operitur et sicut zona quâ semper præcingetur [1].
3° An exemplou terrubl dre bere Doue en
- ↑ [Ps. CVIII, 18.]