Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/181

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
eil loden.

deus punisset ar blasphemou a ro ive deomp da anaout o grevusded.

Sennacherib, roue an Assyrianet, a ador fals-diviniteou, Doue er souffr : en em renta ra , dre voyenou injust, mæstr eus ar c’hæriou quenta eus ar Judee, Doue a guemer patiantet : contragn a ra ar roue zantel Ezechias da zispign casi an oll arc’hant a oa en tenzor an templ, Doue e lez en e liberte ; maes scriva a ra da Ezechias lizerou leun a vlasphemou : lavaret a ra penos ez-eo mæstr da Zoue ar bobl a Israel : Ezechias, o veza o lennet en templ hac en em glêmet anezo, a bed an Autrou Doue d’en em vengi e-unan eus a ur prinç quen insolant. En effet, epad an nos varlerc’h, un æl a ra eus a berz Doue un distruch an horrupla etouez oll arme Sennacherib, ha Sennacherib e-unan a varv en e dy dre zaouarn e vugale [1]… Herodes a lez un den da vlasphemi en e bræsanç, epad ma rente ar justiç er guær a Cæsaree, ha querquent un æl er sco var ar plaç, hac Herodes a varv er memes moment, e corf goloet a c’houliou hac a brênved [2]… Petra livirit-hu var guemen-ma, c’hui, tadou ha mamou, mistri ha mestrezet pere-so obliget da veilla var ho tud a bere e respontot ene evit ene, ha pere a lezit cousgoude da vlasphcmi, ha da bere e roit memes an exempl a guemen-ma ? ah crênit brema, en hano Doue, ha laquit evez da gaout ur c’heuz re divezad ! Guechal ar vlasphematourien, etouez ar bobl a Israel, a vize condaonet gant ar barner da veza lazet a doliou mein : an ini a scoe, a zalc’he un dorn var e ben, evit disquez an horrol en devoa diouz ar blasphem [3]. Sant Ian-Chrisostom a lavar penos ar blasphemou a zo ar pen-caus eus ar

  1. [Gw. IV. Reg. XVIII-XIX.]
  2. [Gw. Act. XIX, 21-23.]
  3. [Gw. Lev. XXIV, 16.]