Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
eil loden.

devez, d’en em reposi er seizvet, evit consideri ar pez en devoa græt, Doue el lezen ancien a ordrenas d’e bobl ober ar memes tra ; lezel a reas ganthan c’huec’h devez evit labourat, pep-ini hervez e stad hac e gondition, mæs ordren a reas en em reposi er seizvet evit consideri ar pez a vize græt er c’huec’h devez-all… An deiz eus ar sabat, pe eus ar sadorn, miret guechal, a zo bet cenchet gant an ebestel pere a ordrenas ma vije consacret da Zoue ar zul , pe an deiz quenta eus ar sizun, abalamour a guêver an deiz-se e ressuscitas Jesus-Christ, e tisquennas ar Speret Santel var an ebestel, hac e commanças ar bublication eus al lezen a c’braç. An dradition eo a zesq deomp ar virionez-ma, evel ma tesq ive deomp penos badiziant ar vugale plonget en dour, pe roet gant an hæretiquet, a zo mâd. An dradition a zo guirion evel ar Scritur ; rac sant Paul e-unan a recommande d’an habitantet a Dessalonic derc’hel-mâd da draditionou o zud coz, had ar pez en devoa desquet dezo dre goms [1]. Sant Ignaç, merzer ha disquibl da sant Per, sant Irenee, Tertulien, sant Bazil, ha var o lerc’h an oll goncilou, o deus consideret an dradition ebars en Ilis, evel ur voyen sur ha certen da anaout ar virionez. An ebestel eo eta o deus græt ar cenchamant-ma, hac o deus er græt gant ræson, eme sant Augustin [2], evit ma teuze ar gristenien da zelebri e guirionez, ar pez na zelebre ar Yuzevien nemet e squeud ? D’ar zul e celebromp eta non pas hepquen ur memor eus ar repos a guemeras Doue goude beza crouet pep-tra, mæs ive eus ar repos santel e pehini e c’hantreas hor Zalver goude e vuez poanius, hac an tourmanchou eus e bassion hac eus e varo.

  1. [Cf. II. Thess. II, 15.]
  2. […]