hor zilvidiguez, d’e Dad eternel. Red eo c’hoas, hervez ar c’honcil a Rheims [1], evit santifia mâd ar zul, assista en ofiç parres, er prôn hac en instructionou a ra ar pastor, mont d’ar gousperou, ober œuvrou a drugarez ha pidi, pep-ini guella ma ell : diebus dominicis et festis, in suas parochias populus conveniat, et missæ, concioni et vesperis intersit… Ret eo 1° clevet an oferen pen-da-ben ha gant devotion ; an dud a erru, dre ho faut, goude an Aviel guenta, a gomet ur pec’het-bras ; hac ar re a barlant pe a gousq epad an oferen, ha memes epad ul loden-vras eus an oferen, ne accomplissont quet an obligation o deus d’he c’hlevet gant respet ha gant feiz. Rac-se, it ato a bred d’an ilis : n’en em arretit er vered nemet evit pedi Doue, rac ar porchet hac ar vered, ne dint quet plaçou da gauseal : na rit quet evel certen tud pere a zo casi bepret ar re diveza o c’herruout hac ar re guenta o vont quit : henvel int ous ar greun-fall pere a ia gant an avel. Pec’hi a ra, eme ar c’honcil a Drant, ar re ne assistont quet en oferen hed-ha-hed, hac ar pastor a dle o repren publicamant. 2° Ret eo assista en ofiç parres : ar c’honcil a Drant a verq deomp an obligation-ma, pa lavar penos an escop a zo e zever avertissa an dud da assista, pep-unan hervez e possubl, en ofiç divin en e barres, da zul ha da vouel berz : moneat episcopus unumquemque teneri parochiæ suæ interesse, ubi id commodè fieri potest, diebus dominicis et majoribus festis [2]. Ar pastor a lavar an oferen-bred evit tud e barres, just eo eta d’ar re-ma assista, muia ma ellont, en oferen a leverer evitho, hac ar re na ellont quet dont a dle pedi er guær, evit ma vezo oll galonou
7.