Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xv
epad an oferen.


d’ar Bræfaç.

Ar bræfaç-ma, ô va Doue, a so ur beden gaër a adress deoc’h hoc’h Ilis dre c’hinou ar belec, hac epad pehini da viana, e tlean ancounac’haat an oll draou crouet, ha sevel va c’halon ha va speret varzu an êe. Pa’z-eo guir e renonçan d’am pec’hejou, peguer coupabl-bennac ez oun, ô va Doue, permetit ma savin ive va mouez evit renta deoc’h actionou a c’hraç, hac ho meuli e pep leac’h hac e pep amzer, en hano ha dre vilitou Jesus-Christ, va Redemptor benniguet ! Permetit, va Doue, ma en em unissin gant an ælez, ar cherubinet, ar zeraphinet hac an oll sperejou eürus, ha ma livirin er vro estranjour-ma ar pez a ganont en êe, ebars er barados : Santel, santel, santel eo an Autrou souveren, Doue an oll armeou ; an êe hac an douar a so leun eus e vajeste, ra vezo glorifiet a vrema da jamæs !!!

goude ar Sanctus, pa gommanç ar belec Canon an oferen.

Tad eternel, c’hui pehini a so pastor ar bastoret, conservit ha gouarnit hoc’h Ilis, hac he squignit, ô va Doue , dre ar bed-oll ! Roit en hon amzer, ha bepret, ho peoc’h d’ho bugale, evit na vezo en hon touez nemet ar memes speret hac ar memes calon, ha ma vezo ato ho benediction varnomp oll. Evel-se bezet graet !

d’ar Memento ar re veo.

Me a offr deoc’h ar sacrifiç santel-ma, ô va Doue, evit enori ho calloud souveren varnomp ha var quement-so ; evit o trugarecaat eus an oll graçou hoc’h eus græt d’în ; evit obteni ar remis-