tomestiquet da unissa ho fedennou gant ho re epad an ofiç : promitit dezo ho pezo sonch anezo en ilis en ho pedennou, ha livirit dezo pedi ive evidoc’h er guær : en distro eus an ofiç divin : parlantit dezo guella ma ellot, eus an instructionou ho pezo clevet, ha grit dezo ober deoc’h ar memes tra d’o zro.
I. An œuvrou servil so an œuvrou a rer mui dre ners ar c’horf eguet dre zicour ar speret, hac a rer e guel a recompanç pe a c’hounideguez. Hanvet int œuvrou servil, opera servilia, rac ma ez-int œuvrou ar zervicherien pe an dud a gondition izel. An Ilis, ha Doue e-unan, en e Scritur, a zifen ober da zul ar seurt œuvrou, hac ive da vouël berz : neuse pep labour a lezi evit da Zalver a enori : ho pezit sonch, eme Zoue, da santifia an deiz a repos : na reot labour-ebet en deiz-ma, na c’hui, nac ho mab, nac ho merc’h, hac ho servicherien, nac ho loened. Ar gourc’hemen-ma a oa a guer-bras obligation-ma oa difennet pep seurt labour dindan boan a varo. Len a reomp er bemzecvet chabistr eus a levr an Nombrou [1] penos, epad ma oa ar bobl a Israel en desert, e voue cavet un den o testum un nebeud queuneud da sadorn : arretet e voue var an heur ha cacet da Voyses ha da Aaron pere a ordrenas en dihoal bete gouzout petra vije græt anezan. Doue o veza bet consultet a zisclerias e lacat d’ar maro, hac ober d’ar bobl, goude er beza cunduet dianvez ar plaç e pehini e voant campet, dont d’e laza a doliou mein. Rust e seblant al le-
- ↑ [Num. XV, 32-36.]