Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/192

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
doctrin ar guir gristen.

zen-ma, mæs Doue en devoa en ordrenet, en amzer-se a rigol evit rei da entent e tifenne pep labour en deiz consacret d’e zervich… Guelit eta pe seurt micher hoc’h eus, ha pe seurt trafic a rit evit beva : Doue a zifen ouzoc’h en ober da zul ha da vouël-berz.

Cousgoude ez-eus occasionou pere a ell hoc’h excusi en ho labourou da zul ha da vouël : peder zo anezo, eme sant Thomas [1] : 1° an necessite, pehini , evel a lererer, ne oar anaout lezen ebet : permetet eo eta certen labourou public absolumant necesser, evel sevel ur pont discaret gant an dour ; laza un tân goal ; præpari boued d’an dud ha d’al loened ; beachi var vor ha var douar e cas a necessite ; mont da glasq ur medicin, pe ive da glasq peadra da veva quentoc’h egued marvel gant an naon : evel-se hor Zalver a deu da zouten caus e zisquibien a-enep ar Yuzevien pere o zamalle da veza destumet pennou ed en ur dremen evit terri o naon, deiz ar sabat : n’hoc’h eus-hu quet a sonch, emezan, petra a eure David hac e arme oc’h en em zantout poaniet gant an naon ? [2] Antren a rejont en templ ha dibri a rejont ar bara consacret da Zoue, petra-bennac ar bara-ma a oa evit ar veleyen hepquen… 2° Orni an ilisou, eguis ma’z-eo stigna an auteriou, præpari an ornamanchou, etc… 3° Utilite-vras an nessa ; pa en em gao clân, pe en un danger-all bennac, evel a eure hor Zalver pa bareas ar paralitic a behini e parlant an Aviel [3]… 4° An dispanç a ro ar superioret ecclesiastic, pa vez goal amzer, pe ive pa erru ur goal-eur public bennac.

Mæs ha permetet eo, goude beza clevet an oferen, d’an alvocaded pledi ; d’an notered ober ac-

  1. [Ne gaver seurt tra en oberoù gwirion s. Tomas.]
  2. [Gw. Matth. XII, 3-8.]
  3. [Gw. Joan. V, 5-18.]