trei ar re-all eus an ofiç divin, ha da vancout evel-se da santifia ar zul. An noteret ne dleont quet evit ar memes ræson, ober actou na contrajou da zul na da vouël berz. Ar vedecinet a ell guelet, ar re glân en danger a varo, ha non pas re-all. Ar c’honcil a Reims ha cals a goncilou all a zifen ar foariou hac ar marc’hajou da zul ha da vouël, dindân boan da veza excumunuguet: nundinæ publicæ et mercatus ne fiant diebus dominicis et festis, sub pœnâ excommunicationis [1] ; var ar mæz, e permeter guerza ha prena mercerez, da lavaret eo, marc’hadourez vian, abalamour na ell quet an dud en em bourvei a guemen-ma var ar sizun. Ar charetourien implijet gant ar gouarnamant, a ell chareal goude beza clevet an oferen, ha quemen-ma evit commodite an nessa hac evit an utilite public. Ar velinerien ne dleont mala da zul nemet dre necessite, abalamour d’an dour-bian, pe da un ezom-all bennac, mæs heani a dleont e mare an ofiç, hervez o fossubl. An davamourien a ell rei da zibri ha da eva d’an estranjourien e pep amzer, rac supposi a dleomp charitablamant o deus ezom, pa na velont quet mercou sclær eus o gourmandis : mæs rei da eva da dud ar barres e mare an oferen-bred pe ar gousperou, a zo evit an tavarnour hac an ini a ev, ur pec’het marvel ha memes ur c’haz reservet. Pec’hi a rer ive marvelamant o rei da eva da dud veo. Ar barver na dle quet ober barvou da zul na da vouël, mæs coupaploc’h eo cals pa ra al labour-ma e mare an ofiç. Permetet eo chasseal ha pesqueta evit en em recrei, aroc pe goude an ofiç ; mæs fall-eo chom re-hir, ha dangerus eo en ober aroc an oferen gant aon d’en em exposi da chom hep assista enni.
- ↑ [Concil. Remense, an. 1583 (Labbæus t. XV, p. 889), tit. De diebus festis, art. 5.]