vont gant an hent, o fen disolo, ne heanent da bedi pe da gana meulodiou an Autrou Doue : ar memes tra a rêt guechal en ur vont d’an ofiç parres, hac ar memes tra a alfet da ober c’hoas : mæs allas, penos en em renter hirio er pardoniou hac eu ofiçou divin ? Rederien ha rederezet ar pardoniou ne veachont peur-liessa nemet dre guriosite, da lavaret eo, evit guelet ha beza guelet : an dud fidel a vez scandalizet o clevet o c’homzou bavard, ho c’hanaouennou-fall, hac o velet o goal-gomportamant ; evel-se, eleac’h tenna varnezo ha var o bro benedictionou Doue, ne dennont varnezo o-unan ha varnomp-oll, nemet e goler hac e valediction : mancout a reont d’an ofiç ha profani a reont e mil fæçon ar zul a behini e reont un devez a vil fec’het. Allas, hon-unan, mar queromp examina piz hor buez, e velfomp penos hor pec’hejou brassa a zo bet, marteze, cometet da zul ha da vouël, circonstanç cousgoude pehini o rent grevussoc’h abalamour d’an obligation a ra Doue deomp da santifia ar suliou hac ar gouëliou berz. An deiziou-ma a zo deiziou a c’hraç hac a bardon, oc’h o frofani, en em rentomp indîn eus ar graçou hac eus ar pardon a bropos Douc deomp. An sul-so un deiz a alusen choaset gant Doue evit accordi d’e vugale o ezomou, mæs evit o obteni e renquer o goulen ha senti, ha cals ac’hanomp ne bedont quet en deiziou-ma, ha ne c’houlennont netra ; amzer ar zul a zo un amzer brecius evel amzer an eost, hac un darn-vras a dremen an amzer-ma hep ober netra pe oc’h ober goal œuvrou… Goulennomp pardon eus hor pec’hejou tremenet, ha laqueomp evez-mâd da brofani ar suliou pe ar
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/197
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
eil loden.