Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/198

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
doctrin ar guir gristen.

goueliou bers en amzer da zont : en em reposont en deiziou-ma evit guelet e pe stad en em gavomp dirac Doue hac evit goulen ar sicourou a bere hon deus ezom !!!



PEVARE GOURC’HEMEN.


Honora patrem tuum et matrem tuam, ut sis longævus super terram.
Enorit ho tad hac ho mam, evit ma o pezo ur vuez hir.

I. Enori unan-bennac hervez ar c’honcil a Drant [1], a zo caout istim evithan ha quemeret e interest e pep tra. An enor-ma a zupos ar garantez, ar respet, an oboissanç hac an asistanç; rac-se eo gant cals a ræson en deus ar Speret-Santel en em zervichet eus ar guer enorit, ha non pas carit na dougit, petra-bennac ma tleomp caret ha douja hor c’hærent. En effet, caret a eller hep enori, ha douja hep caret, mæs an ini a enor e guirionez unan-bennac, en deus er memes amzer evithan doujanç ha carantez... 2° Ho tad hac ho mam : ar guer tad, hervez ar memes concil [2], a sinifi, er gourc’hemen-ma, non pas hepquen an ini en deus roet deomp ar vuez, mæs e general ar re a zo huelloc’h evidomp dre o c’harg, o c’hondition hac o oad : va c’honsiderit, eme an abostol, evel ho tad, me pehini am eus hoc’h angeandret da Jesus-Christ dre’n Aviel [3]. Evel-se ar bastoret, hac e general an dud a ilis a receo diganeomp an hano a dad : va zad, roit d’în ho benediction. Ar rouanez hac ar re a oa e pen ar gouarnamant, a c’halvet ive guechal dre’n hano a dad ; soudardet Naaman a roe dezan an hano-ma [4]. Ar vistri hac an dud ancien a c’halver c’hoas

  1. [Cf. Catech. Trident., III, c. 5, q. 7.]
  2. [Ibid., q. 8.]
  3. [I. Cor. IV, 14.]
  4. [Gw. IV. Reg. V, 13.]