sion eus va fec’hejou hac ar zicourou a bere em eus ezom vit ober mâd va silvidiguez… En offr a ran deoc’h c’hoas, ô va Doue, evit va c’hærent, va mignonet, va madoberourien ha va adversourien ; evit ar re o deus en em recommandet d’an pedennou hac evit ar re evit pere omp obliget da bedi… Grit deomp-oll misericord, ô va Jesus, ha disquennit var an trôn eus ho trugarez evit silvidiguez hon eneou !… Disquen a rit, ô va Doue !… Disquennet oc’h, ô va Jesus ! An templ santel-ma a so henvel ous ar barados !… Ilis an douar a s. henvel ous a Ilis an êe !
O Jesus, Doue a bep eternite, Jesus en em c’hræt den e corf ar Verc’hes glorius Vari; Jesus maro var ar groas evidon, Jesus ressuscitet ha præsant ama en hosti consacret, me hoc’h ador a greiz va c’halon !… Adori a ran ho corf sacr !… Adori a ran ho coad precius !… O Jesus ! cassit gueneoc’h betec an êe homach va c’horf ha va ene ! O Jesus ! bezit ato Jesus evidon ha saveteit ac’hanon !
Ælez santel pere a vuelan gant daoulagad ar feiz endro d’an auter sacr, ah ! scuillit, scuillit, me ho supli, ur veraden eus a c’hoad precius ho mæstr var va ene, hag he vezo purifiet ha rentet guennoc’h eguet an nerc’h ! Nigit, sperejou eürus, nigit da scuilla eus ar memes goad var eneou va c’hærent, va mignonet, va madoberourien , var eneou oll dud va farres ha va bro, evit ma vezimp oll santifiet, ha ma hor bezo oll ar honor da veuli Jesus assamblez var an douar, hac ar bonor d’er meuli assamblez en êe !…