Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
doctrin ar guir gristen.

temporel. 1° En o ezomou spirituel : ur c’hrouadur-mâd na dlê quet beza lezirec da zicour e dud d’en em zavetei : bemdez e tlê pedi Doue evitho : pa vezont clân e tlê ispicial, o sicour da lacat urz-vâd en o c’houstianç, o alia da ober o zestamant ha da receo o sacramanchou. Mar guel ez-int suget da ur pec’het public hennac, ne espergno netra evit o distrei eus ar goal stad-se, hac evit o lacat var hent o silvidiguez. Pedi, yun, ober a rai un alusen bennac en intantion-se ha recommandi a rai anezo da bedennou an dud a zoujanç Doue, hac evel na ell quet alies ur goal-dad, nac ur goal-vam anduri an ini eus o bugale a zo devot ha vertuzus, ez-eo ret d’an seurt bugale souffr pep-tra gant o zad ha gant o mam, evit gallout o gounit da Zoue dre o fatiantet hac o œuvrou-mâd. Cals a vugale-vâd a deu evel-se a ben da gonvertissa o zud ; mæs ive cals-all o lez da vervel evel m’o deus bevet, da lavaret eo, er stad horrubl a zaonation eternel. Re e caront o zud, a leveront, evit gallout coms dezo eus ar maro : ô carantez cruel! ô spount-væn ! guelet a reont o zad hac ho mam er stad trist eus ar pec’het, ha var ar poent da vervel ennan ha ne gredont quet ober ur gamed nac asten o dorn evit o sicour ! ne barlantont quet dezo eus a Zoue : ne zisquezont quet dezo ar groas : chom a reont hep mont da glasq ar belec : erruout a ra ar maro hac an æternite a dourmant ! ô peguen coupabl ne dê quet ar seurt bugale ! Truez hoc’h eus o velet poan un aneval ; ho pezit eta ive truez ous ho tud nessa, o velet gant daoulagad ar feiz an tourmanchou cruel hac eternel, e pere e ma int var ar poent da gueza ! Sicourit anezo, en hano Doue,