nit ho tanvez etre ho pugale… Ar memes deveriou, da lavaret eo, carantez, respet, oboissanç hac assistanç a dle ar vugale d’ho zadou ha d’ho mamou caër : ar c’hohtrol cousgoude a veler alies, dibot eo ar verc’h caër, pehini en em c’hra gant he mam gaër !
Deveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale.
Educate illos in disciplina et correptione Domini.
Savit ho bugale santelamant hac ê doujanç Doue.
Goude beza parlantet eus a zeveriou ar vugale en andret o zadou hac o mamou, guelomp ive deveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale. Pevar-so anezo : ar vagadurez, an instruction, an exempl-vâd hac ar gorrection.
I. Obliget oc’h, tadou ha mamou, da vaga ho pugale, da viana betec an oad ma c’hallont o-unan gounit peadra d’en em vaga ha d’en em visca. An obligation-ma a zo fontet var an natur ha scrivet e calon pep-unan ac’hanomp ha dre-eno prouet en ur fæçon sclær avoalc’h : o derc’hel a dleit betec an oad ma c’hallont gounit peadra d’en em vaga ha d’en em visca ; rac ne dleit quet o c’haç eus ho ty en despet dezo, hep ur motif bras-bennac ha legitim… Mamou christen, bezit ur sourci-vras eus ho bugale, non pas hepquen adalec ma zint ganet, mæs adalec ar moment-ma ho zantit crouet ennoc’h gant Doue : e brassa danger ma c’hallit beza eo neuse, rac ma touguit daou ene en ho creiz, hoc’h ene hoc’h-unan hac ini ho crouadur pehini a so c’hoas memes dindan esclavach an drouc-speret dre’r pec’het originel a behini eo coupabl : brassa malheur a ell erruout