Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/212

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
doctrin ar guir gristen.

ten hac ur vuez reglet-mâd, ha da santifia dre’r beden hac an œuvrou a drugarez an deiziou consacret d’e zervich. Roit dezo da gompren penos ez-omp bugale d’ar memes tad, pebini eo Doue, hor c’hrouer hac hor mæstr souveren ; memprou eus ar memes corf, a behini Jesus-Christ, hor redemplor benniguet, a zo ar pen ; tud pere a vale varzu ar memes bro pehini eo an êe e peleac’h e tleomp rên assamblez epad an oll eternite : hoguen, bugale ar memes tad a dle en em garet ; memprou ar memes corf a dle en em zicour, beachourien pere a ra hent assamblez a dle beva e peoc’h hac en union. Espliquit-mâd dezo penos e tleomp, evel hor Zalver Jesus, beza douç hac humbl a galon ; beza evelthan, pur, chast, ha resolvet e pep-tra da volontez an Autrou Doue. Parlantit dezo eus an obligalion o deus da zevel o c’halon alies varzu Doue ha d’er c’haret dreist pep-tra hac e pep amzer, couls er c’hlênved evel er yec’hed, en adversite evel er brosperite : instruit-o var an obligation o deus da gonsulti an Autrou Doue e quement a songeont, a leveront hac a reont, mæs ispicial pa vezont var ar poënt da antren en ur stad a vuez. Ar vocation a zeu digant Doue pehini a lavar deomp en e Scritur penos ez-eo an ôr dre behini e tleomp antren : ego sum ostium [1] ; lezit eta ho pugale da antren er stad da behini ez-int galvet, roit dezo ho c’havis hervez Doue ; quelennit anezo ; pedit evitho ; adressit-o da ur c’oessour-mâd, da dud fur hac a zoujanç Doue, mæs na rit netra en tu-all. Mar fell dezo dimizi en despet deoc’h e c’hallit o ampech ma n’o deus quet an oad requis ha merquet el lezennou ; mæs anez ur motif bras--

  1. [Joan. X, 7 ha 10.]