Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/214

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
doctrin ar guir gristen.

eo an dud maleürus o deus collet ac’hanomp dre o goal-exempl ; allas, evit tad ha mam hon deus bet muntrerien : non perdidimus nos, perdidit nos paterna perfidia ; parentes habuimus parricidas [1]. Ur vam gristen o veza goulennet digant he mab perac ne falle mui dezan mont assamblez ganthi d’an ofiçou, ba perac ne dostee mui ous e sacramanchou, an den yaouanq a respontas : me a fell d’în, emezan, beza henvel ouz va zad pehini na velan o vont da ofiç ebet ha ne dosta jamæs ous e sacramanchou, hac a zo cousgoude istimet gant an dud, evel-se ar Scritur a gri : maleur d’an den a voal-exempl ! [2] Mæs ive eürus ar c’hrouadur en deus evit tad ha mam tud a zoujanç Doue hac a exempl-vâd : querzet a rai var o lerc’h en hent-mâd, hac eveltho, en devezo an heur da velet Doue en e c’hloar : ibunt de virtute in virtutem; et videbitur Deus deorum in Sion [3]. En o scol e tesco, evel mab Tobi, quenteliou ar re gaëra [4] : an den zantel-ma o veza var ar poënt da vervel a lavaras d’e vab : « Va mab, selaouit-mâd va c’homzou, ha liquit-o doun en ho calon : pa en devezo Doue recevet va ene, sebellit va c’horf hac e enterrit : douguit respet d’ho mam endra ma vezo e buez, o caout memor eus ar boan e deus anduret oc’h ho lacât var an douar, hac oc’h ho mezur, ha goude he maro, enterrit-y em c’hichen : dreist pep-tra, ho pezit sonch eus a Zoue, en oll deiziou eus ho buez, ha laquit evez na zeuffac’h biquen da gonsanti d’ar pec’het : meulit Doue e pep amzer, en adversite evel er brosperite, ha pedit-ên d’ho cundui en hoc’h oll actionou : ne rit jamæs da zen ar pez ne garrac’h quet a ve græt

  1. [Ibid.]
  2. [Cf. Matth. XVIII, 7 : væ homini illi, per quem scandalum venit.]
  3. [Ps. LXXXIII, 8.]
  4. [Tob. IV, 2-23.]