Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/215

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183
eil loden.

deoc’h hoc’h-unan : na zistroit jamæs ho taou lagad divar ar paour, dre guemen-se e vilitot ma sello Doue a druez ouzoc’h ; grit aluzen hervez ho commodite, mæs bepret a galon-vâd : goulennit cuzul digant tud fur, ha tec’hit diouz ar goal gompagnunez…» O Doue, caëra quentel evit an tadou hac ar mamou, couls hac evit o bugale ! avoalc’h eo e-unan, gant sicour Doue, evit regli mâd ar vuez !

IV. Caer o pezo tadou ha mamou instrui ho bugale ha rei dezo an exempl-vâd, na deuot biquen a ben anezo hep o c’horrigea, quement omp-oll troet d’an drouc, eme ar Speret Santel ! [1] Ho bugale a guëzo eta e cals a fautou : pa ho guelot o vancout, o lavaret gueyer, o tizenti pe o ræsoni ouzoc’h, oc’h en em rendael, o frecanti goal gompagnunez, pe oc’h ober un drouc-all-bennac, Doue a ordren deoc’h ho c’horrigea evit ne vezo quet obliget e-unan d’en ober : curva illos a pueritia illorum [2]. Na espergnit quet ar gorrection, eme ar fur Salomon [3] : quen necesser eo corrigea evel maga: ne lazit quet anezo evit o c’horrigea, er c’hontrol, o c’honservi a rit evit ar vuez eternel: qui parcit virgæ, odit filium suum [4]. Ne scoit quet dre valiç na dre’r goler ; laquit evez ive gant petra squei hac e pe fæçon : ho correction evit beza mâd a dle beza agreabl da Zoue pehini a zifen ar valiç, ar goler hac an drouc-pedennou, ha pehini ne ro quet e venediction da gomzou an drouc-speret. Pa na illit ober netra-vâd hep si-cour Doue, goulennit eta e azistanç aroc ha goude ar gorrection : disquezit d’ho pugale penos o scoit dre boan, hac hepquen abalamour d’an injur a reont da Zoue, ha d’an tor a reont dezo o-unan,

  1. […]
  2. [Ecclc., VII, 25.]
  3. […]
  4. [Prov. XIII, 24.]