o coll ar barados, o vilitout an ifern, o chagrina ho zud, hac o tenna varnezo ha var o bro, assamblez gant ar bec’herien-all, coler Doue. N’en em gontantit quet da c’hourdrous, corrigit, obliget oc’h : Heli, a oa ur pontif vertuzus, maes re-dener en andret e vugale, ar pez a dennas varnezan ha var ar bobl a Israel ur bunition ar vrassa. Daou vab en devoa pere en em voal-gomporte en o fonctionou : Heli o avertissas hac o gourdrouzas meur a vech : a ne sonch quet deoc’h-hu en devoa græt avoalc’h ? Salocras, eme Zoue, barner eo, hac e tlee o funissa : e faut dezan d’o beza punisset, me er grai va-unan, mæs en ur fæçon quer spontus ma voudienno diouscouarn quement ini a glêvo parlant a guemen-ma. En effet, digaç a ra an inimiet d’o c’hombati ; tregont mil den eus ar bobl a Israel so lazet, an arch a alianç so quemeret ; daou vab Heli pere he dougue, so massacret ; Heli e-unan o clevet ur seurt quêlou a guez semplet eus e gador hac a varv var ar plaç [1]. O Doue c’hui a zo just, mæs ive c’hui a zo terrubl en ho punitionou ! Tadou ha mamou corrigit hoc’h-unan ho bugale evit ne renco quet Doue en ober ; ha c’hui bugale recevit ar gorrection a ra deoc’h ho tud, gant soumission da volontez Doue.
Servi, obedite dominis carnalibus in timore, in simplicitate cordis vestri sicut Christo.
Servicherien, sentit oc’h ho mistri gant pep seurt respet ha gant an oll lealded eus ho calon, evel da Jesus-Christ.
Mar considerer gant daoulagad ar c’horf hepquen stad ar zervicherien, e vezo cavet ur stad
- ↑ [I. Reg. II, 12-36 & IV, 1-18.]