rust ha, poanius ; mæs, pa er c’honsiderer gant daoulagad ar feiz, ê veler penos eo an zurra evit ar silvidiguez. Ar zervicherien n’o devezo quen cont da renta nemet anezo o-unan, eleac’h ar re a gommand, a rento ive cont eus ar re a zepand outho. Ar zervicherien a zo e plaç da renonç atô d’o balontez [sic] propr, sourcen a quellies a bec’het, ha da bratica an oboissanç pehini a zo quen agreabl da Zoue, m’ea deus hor Zalver he fratiquet e-unan betec e varo var ar groas.
Ar zervicberien o deus pevar seurt deveriou da accomplissa : ar garantez, ar respet, an oboissanç bac ar fidelite.
I. Ar garantez : Doue a c’hourc’hemen deomp caret hon nessa evel-domp hon-unan, hoguen hon tud nessa a ne dint-y quet hor c’hærent hac ar re a ro deomp eus o bara ? Ar re o deus autorite vamomp a zo obliget d’hor c’haret, rentomp ive dezo carantez evit carantez. Caret a zo requeti vâd, eme sant Bonavantur [1], mæs da biou e tleomp-ni dreist-oll requeti vâd, ma ne dê quet d’ar re gant pere e vevomp ?
II. Ar respet : considerit ho mistri, eme an abostol, evel tud pere a vilit bèza enoret ha respetet gueneoc’h [2]. Parlantit eta outho, ha respontit ezo gant douçder ha gant humilite. Mæs, eme c’hui, penos gallout respeti tud , pere n’en em respetont quet o-unan ? Diez eo, evit guir ; mæs considerit e talc’hont plaç an Autrou Doue vis-a-vis deoc’h, piou-bennac e c’hallont beza : laquit evez da noazout dezo ê fæçon-ebet : respetit an antorite o deus varnoc’h, abalamour da Zoue pehini a zo ar zourcen eus a bep autorite : omnis potestas a Deo [3]. O servicha anezo gant respet ha