dezan hac a guemeras an tec’h. Ma digoësse gueneoc’h un dra-bennac henvel, respontit evel Joseph : guel eo gueneen ar maro eguet ar pec’het : mæs n’en em gontantit quet da lavaret comzou caer, tec’het evel Josepn hac e viot victorius evelthan : fuge et vicisti [1] ; mar chomit en danger ha mar er c’harit, e perissot ennan, eme ar Speret Santel [2]… En ur plaç mâd e maoc’h, eme c’hui, ha commanand-vras hoc’h eus : ia, mæs petra dall deoc’h gounit ar bed-oll, mar collit hoc’h ene ? Poan hoc’h eus o quitaat tud pere a garit, ha gant pere ez-oc’h caret : mæs Jesus-Christ a lavar deoc’h penos mar de ho lagad un occasion a bec’het evidoc’h, e tleit diframma ho lagad hac en teuler pell diouzoc’h [3] : perac ? Abalamour ar silvidiguez a so un affer absoluamant necesser, mancout d’he ober a zo en em renta eternelmant maleürus.
Si est tibi servus indelis, sit tibi quasi oculus tuus, et quasi fratrem sic eum tracta.
Mar hoc’h eus ur zervicher hac a zo fidel deoc’h, carit-ên evel ho buez ha tretit anezan evel ho preur.
Deveriou ar vistri en andret o zervicherien o deus cals a henvelediguez oc’h deveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale : dleout a reont ive dezo magadurez, instcuction, exempl-vâd, correction hac azistanç.
I. Ar vagadurez a dle beza ræsouabl ha conform da gustum an dud honest eus ar c’hartier e