ar poënchou principala eus ar feiz ; mar cavont unan-bennac e tleont e gaç d’ar c’hatekis pe en instrui o-unan. 2° O dever eo destum oll dud o zy, ober e commun ar pedennou diouz ar mintin ha diouz an nos, ha dihoal ne ve den en o famill accustumet da douet, pe da lavaret comzou bavard, pe da rei goal-exempl e fæçon pe fæçon. 3° Guelet a dleont hac en a zo o bugale hac o domestiquet aquetus d’an ofiçou divin, da dostaat ous o sacramanchou ; da yun en deveziou gourc’hemennet gant an Ilis ; d’en em lacat en ur vreuriez- bennac evit caout brassoc’h moyennou a silvidiguez… Tadou ha mamou, mistri ha mæstrezet, hac evel-se e veillit-hu var ho famill ? M’en dize ur roue fiziet e vab ennoc’h, pebes sourci n’ho pije-hu quet anezan ? pebes spount gant aoun na erruje un drouc-bennac ganthan ? Cousgoude, Roue ar rouanez eo en deus carguet ac’hanoc’h eus ar vugale hac eus an domestiquet-se : en eo an ini en deus lavaret deoc’h, o lacat etre ho taouarn ar c’hrouadur, an domestic paour-se : custodi virum istum, anima tua pro anima illius [1] ; dihoallit-mâd an den-se, respont a reot anezan ene evit ene. O brassa carg ! rigoliussac’h obligation ! ha songet-mâd hoc’h eus-hu penos na ellit quet casimant en em goll nac en em zavetei hoc’h-unan ?
III. An exempl-vâd : ar re vian en em blich oc’h heuill exempl ar re vras, ha pep-unan a gred ez-eo parfet, eme hor Zalver, mar guel ez-eo henvel ous e væstr [2]. Caër ho pezo lavaret traou-mâd, mar roit exempl fall, e tiscarit gant un dorn ar pez a zavit gant an dorn-all : guelloc’h eo memes ober evit lavaret : bezit eta hoc’h-unan tud a zoujanç hac a garantez Doue, hac e vezo æz