Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/225

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
eil loden.

dui ar re-all a vezo goassoc’h tourmantet : potentes potenter tormenta patientur [1]. Mistri ha mæstrezet, bevit eta hoc’h-unan e doujanç Doue, ha ne zalc’hit en ho serviç nemet domestiquet pere a heuill e lezen : livirit evel ar roue David : n’em eus affer em zy, nemet tud honest ha divlam : ambulans in via immaculata, hic mihi ministrabat [2]. An impalaer Constantin a chassee gant cals a zourci eus e balæz an oficerien direiz hac a voal vuez, en ur lavaret : penos e vezo ar re-ma fidel d’o frinç, pa ne dint quet fidel d’o Doue ! [3] Quemerit squêr var guemen-ma, ha grit ar memes tra.

V. An azistanç : daou seurt azistanç-so ; an azistanç a justiç hac an azistanç a garantez. An azistanç a justiç-so paea d ar zervicherien o c’homananchou gant lealded evel maz-eo achu o labour : ne virot quet betec antro-nos, eme ar Scritur, peamant ar re o devezo labouret evidoc’h [4]. Rac-se ive an den santel Tobii, en instructionou caër a ro d’e vab, a lavar dezan pea pront ar re o devezo labouret evithan [5]. En effet, an domestiquet o-unan, pe autramant o zud, a ell caout ezom eus o arc’hant hep credi er goulen… An azistanç a garantez evit an domestiquet a zo er zourci a dleer da gaout anezo en o ezomou temporel ha spirituel. Mar hoc’h eus, eme ar Speret Santel, ur zervicher-mâd ha fidel, carit-ên evel ho puez, hac en tretit evel ho preur [6]. Considerit ho tomestiquet casi evel ho bugale, ha bezit ar memes sourci anezo : pourveit anezo a bep-tra pa vezint clan : quemerit evit squêr ar c’habiten a behini e parlant an Aviel [7] : ar mæstr-mâd-ma en em hastas da vont e-unan da gaout hor Zalver

9

  1. [Sap. VI, 7.]
  2. [Ps. C, 6.]
  3. [Euseb. Cæsar., Vita Const. imp., III, 57.]
  4. [Lev. XIX, 13 ; Deut. XXIV, 15.]
  5. [Tob. IV, 15.]
  6. [Eccli. XXXIII, 31.]
  7. [Gw. Lc. VII, 2-10.]