trem et matrem, et adhæreat [sic] uxori suæ [1]. Quemen-se cousgoude ne vir quet ouzoc’h da garet ho tadou hac ho mamou ; mæs ma na illit quet en em ober assamblez gantho, quitait ho tad hac ho mam evit beva gant ho pried. Doue, eme c’hui, a ordren deomp caret hon tadou hac hor mamou, mæs ne ordren quet deomp caret hor priejou : guir eo n’en deus quet er græt, abalamour n’en doc’h nemet unan ho pried ha c’hui : erunt duo in carne una [2] ; ha n’en deus ezom-ebet da ordren d’an den en em garet e-unan, quemen-se a zo naturel : en em garet a dleit cousgoude, evel m’en deus caret Jesus-Christ e Ilis, a lavar deoc’h ar Speret Santel, sicut Christus dilexit Ecclesiam [3] ; hoguen Jesus-Christ en deus caret e Ilis, betec mervel dre garantez evithi, ha cetu aze an exempl en deus roet deoc’h eus ar garantez a dleit da gaout evit ho priejou.
II. O azista : ho pezit sourci anezo e pep amzer, mæs dreist pep-tra en o infirmiteou, ha pa vezint o touguen frouez : grit d’ho bugale ha d’ho tomestiquet o respeti : Doue r’ho præservo d’o goaldreti a rebechou, a leou-douet, a valloziou hac a doliou memes, evel a ra certen tud miserabl pere a zo henvelloc’h ous a loened cruel eguet ous a gristenien. Bezit e veziant [sic] da gonservi madou ho pried, ne de quet permetet deoc’h o distrei nac o dispign inutilamant, na memes e fæçon-ebet alies. Roit d’ho pried anoudeguez eus hoc’h afferiou, goulennit he avis, ha lezit ganthi ul liberte honest da ober usach eus a vadou an ty, ha da ober aluzen , hervez ho commodite.