zer eus a ur payen hac eus a un den ar goassa : cousgoude, o veza interroget un deiz gant groaguez-all pere en em glemme eus o friejou, var ar fæçon-ma en em gomporte evit non pas beza goal-dretet gant ur pried quer brutal hac he ini : me, emezi, a zent ous va fried ha ne ræsonan jamæs outhan ; ne dê quet, marteze, follentez ho priejou a zo caus deoc’h da gaout goal-vuez, mæs ho teodou hac ho tizoboissanç… Mar gra poan deoc’h ho pried, bezit patiant, songit e Jesus-Christ crucifiet, ha douguit a galon-vâd al loden-vian a ro deoc’h eus e groas da zouguen, e satisfaction d’ho pec’hejou : mar guelit eo ho pried un den vicius, pedit Doue evithan, ar pried-mâd a santifi ar pried-fall : labourit eta d’e c’hounit da Zoue, dre ho pedennou, dre’r pratic eus a bep seurt vertuziou, dre hoc’h œuvrou hac hoc’h exempl-vâd, quemen-se a rai guelloc’h impression varnezan eguet rebechou importunus. Laquit urz-vâd en ho ty : en em zicourit da zuporti defautou, poaniou ha miseriou an eil eguile ; Doue ho suport en amzer memes ma torit e lezen, en em zuportit eta ive oc’h en em bardoni hac o veva e peoc’h hac en union : pedit ha meulit Doue assamblez evit ma vezo ho ty imach ar barados, ha ma c’hallot e veuli assamblez en êe goude heza er meulet assamblez var an douar. Allas, mar rên an droug hac an drubull en ho touez, ho ty a vezo imach an ifern ha Doue a dec’ho pell diouzoc’h. O pebes goal-eur ! Daou pried pere a oa bet unisset assamblez evit rei exempl-vâd an eil d’eguile, hac evit en em zicour an eil eguile da vont d’ar barados, a zo bet an eil evit eguile, var an douar, un occasion a bec’het, hac a vezo an
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/229
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
eil loden.