Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
doctrin ar guir gristen.

ive beleguyach Jesus-Christ a velit ato beza respetet, petra-bennac e c’hall beza an ini en doug… Ma velfen, eme an impalaer Constantiu [sic], unan-bennac eus a vinistret an Autrou Doue o cuëza en ur faut, pell d’en discull, me er golofe gant va mantel royal [1]. Ar c’hontrol a c’hoarvez hirio, disterra imperfectionou ar veleyen hac an dud-all consacret da Zoue a zo discullet buan, cresqui a rer an tor a ellont da gaout, inventi a rer var o c’hont traou ar re horrupla evit gallout dispen o brud-vâd. Evit dont a ben a guemen-ma, an drouc-speret en em zervich eus a zerten tud ourgouillus pere, o lemel digant ar veleyen o brud-vâd, o rent digapabl da veza util d’an Ilis ar rest eus o buez. O pebes crim ! casi impossubl eo d’ar re o deus er c’hometet, gallout en em zavetei, abalamour ma’z-eo cazi impossubl rapari an drouc o deus græt !… Mar digoez gueneoc’h anaout unan-bennac coupabl etouez an dud consacret da Zoue, eleac’h drouc-preseg anezan, nac en disprisout, crenit gant spount oc’h ober reflexion varnoc’h hoc’h-unan, na livirit : ô Doue, mar galler hoc’h offanci en ur stad quer zantel, peguement na dlean-me quet beza var evez, me pehini a vev etouez dangerou ar bed !

II. Oboissa dezo : oboissit d’ar re ho cundu, eme an abostol, rac beilla a reont varnoc’h evel tud pere a rento cont eus hoc’h eneou dirac tribunal Doue [2]. Doue a gommand d’ar veleyen preseg deoc’h e lezen ha disquez deoc’h an hent a gundu d’e rouantelez ; mæs da betra e servich quemen-ma, ma na fell quet deoc’h senti ?… Enori ha caret a rit ho quærent, senti a rit outho abalamour ma zint, dirac daoulagad ho feiz, imachou

  1. [Diwar Theod. Cyr., Hist. eccles., I, 11.]
  2. [Heb. XIII, 17.]