beo an Autrou Doue, hac abalamour d’ar vuez hoc’h eus recevet digantho ; mæs brassoc’h madou a recevit digant madelez Doue dre’r veleyen eguet n’hoc’h eus recevet digant ho tadou hac ho mamou : ar re-ma n’o deus roet deoc’h nemet ar vuez temporel, ar veleyen a ro deoc’h ar vuez spirituel : ho tud ne roont deoc’h evit heritach nemet o madou, ar veleyen o cra bugale da Zoue ha quen-hæritourien da Jesus-Christ : hor c’hærent ne roont deomp nemet magadurez hor c’horf, ar veleyen hepquen a ell mezur hon eneou… Petra eo galloud ar rouanez da veza comparachet gant ini ar veleyen, eme sant Chrisostom ? [1] Ar rouanez n’o deus a c’halloud nemet var hor madou hac hor c’horfou ; mæs ar veleyen, eme an abostol [2], a zistribu deomp graçou Doue, hac o deus galloud var hon eneou. Rouanez Lacedemoon, an Abyssini hac an Ægypt a oa oll beleyen : an istim a re guechal an dud eus a veleyen ho idolou a oa quer-bras, ma lennomp er histor ancien, penos peguen dirôl-bennac e oa an dud-fall en amzer-se, nicun cousgoude, ne grede disprisout ar veleguyach. O exempl pehini a c’holoï un deiz a væz hac a gonfusion ar gristenien-fall-se pere n’o deus istim na respet-ebet evit ministret ar guir Doue. Peguen anquênius eo da ur pastor-mâd lacat e boan da zihoal ha da zicour e zênved, hac o guelet oc’h enebi outhan hac oc’h e gontrolia e pep-tra ! cetu a ze cousgoude ar pez a erru : mar fell d’ar pastor terri ur goal gustum, pe ampech un dizurz-bennac er barres, e cavo ampechamand, alies memes eus a bers ar re o deus ar galloud etre ho daouarn hac a dlê e sicour eleac’h e gontrolia. Ur pastor en occasionou-se
9.