Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/235

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
eil loden.

nac o buez memes, e cas a necessite ; just eo deomp eta o respeti, oboissa dezo ha pedi Doue evitho.


Deveriou ar veleyen en andret ar bobl.

Sant Bernard a lavar penos ar veleyen a zo obliget da instrui ar bobl christen, da rei dezan exempl-vâd ha dreist pep-tra da bedi Doue evithan : verbum, exemplum, oratio, major autem horum est oratio [1].

I. An instruction : savit ho mouez, evel un drompil, eme Zoue d’ar profet Isaï : roit da anaout d’am pobl ar c’hrimou a gomet, ha na heanit d’e repren nemet pa ho pezo e gonvertisset : clama, ne cesses : nuntia populo meo scelera eorum ; quasi tuba exalta vocem tuam [2]. Evel-se Doue en deus guechal instruet ar bobl a Israel dre voyen ar brofetet, ha brema da ziveza dre voyen e Vab unic hr Zalver Jesus-Christ pehini en deus e-unan lavaret d’ar veleyen e personach e ebestel : iit, instruit an oll nationou ; badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Sante l; desquit dezo miret-mâd quement am eus gourc’hemennet deoc’h [3]… Obliget int eta d’hon instrui eus a berz Doue, er gador santel eus ar virionez, en dribunal santel eus ar binigen ha quellies guech ma velont hon eus ezom, rac ato int dleourien deomp eus a gomzou Doue, ha nî a dle ive o selaou evel pa ve Doue o barlant ouzomp, dreizo : tanquàm Deo exhortante per nos [4].

II. Dleourien int ive deomp eus an exempl-vâd. An exempl-vâd eo an holen pehini a breserv an den eus at gorruption : beza ez-eo ar

  1. [Bern., Epist. CCI (ad Balduinum), 3.]
  2. [Is. LVIII, 1.]
  3. [Matth. XXVIII, 19.]
  4. [II. Cor. V, 20.]