Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/237

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
eil loden.

beden dre Doue ha nî, ha rei deomp da anaout ar pez a c’houlen diganeomp. Evit se an Ilis a c’hourc’hemen dezo oll lavaret bemdez certen pedennou merquet, hanvet ar breuviel, evit tenna varnezo o-unan ha var an oll dud, quen beo, quen maro, benedictionou an êe… Receo a reont diganeomp an hano a dad hac an hano a bastor, hoguen un tad a dle pedi evit e vugale, e dud nessa int, ha Doue a lavar deomp pedi an eil evit eguile, hac ur pastor a dle difen e zênved hac evel-se en em zervichout eus ar beden pehini eo an arm gapapla d’hon dihoal a-enep adversourien hor silvidiguez : an exempl-ma a zo roet dezo gant hor Zalver e-unan pa lavare : va Zad, emezan, saveteit, me ho ped, dre hoc’h hano santel, ar re a bere hoc’h eus va c’harguet : Pater sancte, salva eos, in nomine tuo, quos dedisti mihi [1]. Moyses, touchet o velet ar ravach a rë [sic] ar maro etouez ar bobl a Israel, a lavare ive : ô va Doue, pe autramant bardonit d’ar bobl paour-ma, pe effacit va hano eus al levr a vuez ! [2] Sant Paul, hac ar zænt e general, a bede casi continuelamant evit an nessa, ispicial evit ar re a bere e tleient respont dirac Doue.


Deveriou ar bobl en andret ar rouanez, ha deveriou ar rouanez en andret ar bobl.

Deveriou ar bobl en andret ar rouanez, ha de-veriou ar rouanez en andret ar bobl a zo henvel avoalc’h ous a zeveriou ar bobl en andret e superioret ecclesiastic, hac ous a zeveriou ar re-ma en andret ho inferioret, rac-se ne lavarimp nemet nebeut a dra var an articl-ma.

  1. [Joan. XVII, 11.]
  2. [Gw. Exod. XXXII, 31-32.]