Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/240

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
doctrin ar guir gristen.

ha da ezomou an nessa. Ne dê quet permetet deoc’h noazout d’ho yec’het, nac en em vuntri, var digarez ober pinigen : ar binigen a zo necesser d’an oll, guir eo, mæs red eo e ober gant raeson, eme an abostol : rationabile obsequium vestrum [1]. Ne dleit quet ive lezel an nessa da vervel gant an dienez, mar gallit ampech, rac coupabl e veac’h eus e varo, eme sant Augustin : non pavisti ? occidisti [2]… An nec’hamant a ell noazout quement da vuez an den evel an toliou pe ar baourentez : dihoallit eta da affligea ho [n]essa dre hoc’h injuriou, ho rebechou, pe ho comzou poanius : an ini, eme hor Zalver, a ra goab eus e vreur, a vilit barnidiguez, hac an ini a lavar dezan dre valiç pe dre goler ez-eo ur zod, a vilit ar poaniou eternel [3]. Ne doun quet, eme c’hui, evit en em viret da voasca ar re a voasq ac’hanon : tor hoc’h eus, eme hor Zalver; rentit ar mâd evit an drouc : n’en em lezit quet, eme an abostol, da veza drec’het dre’n drouc ; mæs trec’hit an drouc dre’r mâd [4].

Laza dre hon autorite hon-unan, requeti, alia, pe sicour laza hon nessa, e voal-dreti dre action pe dre goms, a zo difennet da guenta dre’r bempet gourc’hemen ; mæs permetet hac ordrenet eo memes gant Doue e-unan punissa ha laza an dud-fall : evel-se ur medicin a droc’h eus ar c’horf un esel e pehini ema ar gangren, rac-aon na deufe da squigna ar gorruption dre’n oll isili. Doue pehini a zo an douçder memes a lavar cousgoude en e Scritur : cassit dious ar vro an dud-fall [5], ha dihoaliit na deufac’h d’o espergn dre druez outho [6] : grit dezo renta buez evit buez, lagad evit lagad, dant evit dant : maleficos non patieris vivere[7], ani-

  1. [Rom. XII, 1.]
  2. [Lactant., De Inst. div. VI, 11.]
  3. [Matth. V, 22.]
  4. [Rom. XII, 21.]
  5. [Cf. Eccli. XLVIII, 16 (ha lec’hioù all).]
  6. [Deut. XIX, 21.]
  7. [Ex. XXII, 18.]