mam pro anima, oculum pro oculo, dentem pro dente exiges [1]. Mar hoc’h eus græt drouc, eme an abostol, dougit ar prinç, rac ne dê quet hep ræson e toug ar c’hleze ; ministr eo d’an Autrou Doue pehini en deus roet dezan autorite var e bobl : si malè feceris, time principem, non enim sine causa gladium portat : Dei minister est [2]. Er memes fæçon eo permetet ive en ur brezel just, laza an inimiet, non pas dre valiç ha dre ur speret a avarisdet, mæs evit conservation ar peoc’h hac autorite ar roue… Permetet eo c’hoas laza pa vezer attaquet evit conservi ar vuez, pa na eller e c’honservi e fæçon-all-ebet : hervez an oll lezennou, eme ar pap Alexandr, trede eus an hano, e c’heller resista dre’n ners oc’h an ners : vim vi repellere licet [3]. Mæs quemen-se, eme sant Thomas, na eller da ober nemet dre voderation , hac e quement a ma ve necesser da un den laza un-all evit conservi e vuez e-unan [4]. Rac-se, eme an deologianet, mar lazit un den pehini a deu d’hoc’h attaqui, ha c’hui o c’hallout en em zifen a hent-all, pa guemeret an tec’h, e cometit ur muntr… Mæs a leverrot, ul laer oa var an hent-bras ; m’en devize gallet va laza, ne vize quet bet manquet d’en ober, hac ouspen, ur mâd eo dilivra ar vro eus ar seurt tud : ne ouzoc’h quet pe seurt bolontez en devoa, hac abalamour ne ouzoc’h quet, n’hoc’h eus quet ar guir-se, ar prinç hepquen a ell condaouni d’ar maro, an ini a vez cavet coupabl avoalc’h, hervez al lezennou : dre Zoue e rên ar rouanez ha justiç ar bed a zo ur squeuden eus ar justiç eternel.
Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/241
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
eil loden.