Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
doctrin ar guir gristen.

a reomp dre accustumanç, mæs ne zongeomp e drouc-ebet, a lavar an douerien miserabl-se pere a zesq d’o bugale offanci Doue, aroc heza desquet dezo ar fæçon d’e anaout ha d’e garet… Pliget gant Doue, eme sant Bernard, ne vezzemp [sic] tentet nemet gant an drouc-sperejou ; maes an dud a voal exempl a ra ive o fossubl evit hor c’holl ! Utinàm soli nos impugnarent spiritus mali, et nihil nocerent homines pernitiosis exemplis ! [1]

2° An den scandalus a autoriç an drouc, rac-se an abostol a scrive da Dimothee avertissa dreist pep-tra ar re-vras da lacat evez-mâd da rei goal exempl [2]. En effet, ar re vian a zo joa gantho, hac a gav enorabl gallout ober evel ar re-vras : ur vam a c’houlenne digant e mab perac e refuse tostaat ous e zacramanchou ha beva evel ur guir gristen, evel a rê diaguent ? Va mam, emezan, me a fell d’în beza henvel ous va zad, pehini a zo meulet hac istimet gant an dud, petra-bennac ne dostaa ous sacramant ebet… An drouc speret, eme sant Augustin [3], en deus implijet an artifiçou ar re dangerussa o proposi d’ar bayanet o doueou ifam evit exempl : o lacaat an doueou-ma var an auter, e tisclerient, eme sant Cyprien, e oa permetet ha mâd memes ober eveltho : ut fierent miseris religiosa delicta [4]. Rac-se un den yaouanq, o consideri dizurzou Jupiter repræsantet var un daulen, a lavare, hervez ma raport sant Augustin : Jupiter en deus græt evel-se, perac ne rafen-me quet ? Deus id fecit, et ego non facerem ! [5] Mar deu al loar, pe unan-bennac eus ar planedennou bian da guzet o sclerigen, den, pe gazi den, ne ra attantion ; mæs mar dê an heaul eo en em guz, an oll a zo en devaligen, ha ne oar mui petra da

  1. [Bern., Serm. II in Septuag., 5.]
  2. [Cf. I. Tim. IV-V (dre vras).]
  3. [Aug., De catech. rud., 32.]
  4. [Cypr., Epist. II, 1, 8.]
  5. [Aug., Confess. XVI, 26.]