e zaouarn a zo leun a fallagriez ; e dreid, eleac’h bale en hent eus a c’houc’hemennou Doue, ne valeoht nemet en hent eus a bep seurt dizurzou : hennez eo an Antechrist, eme an abostol : hic est antechristus [1]… Mæs, allas ! en lavaret a reomp en ur vouëla, evel ar memes sant Paul : int a zo stang hirio ar seurt monstrou ! Et nunc flens dico [2], antechristi multi facti sunt ! [3] Tud maleürus, en em daulit hoc’h-unan en ifern, mar guirit, mæs ne dreinit quet gueneoc’h ho preudeur ! grit poan dezo e mil fæçon, mæs espergnit o ene ! Pobl a Israel, a lavare guechal ar profet Ezechias, avoalc’h eo deoc’h offanci Doue hoc’h-unan, na liquit quet ar re-all d’en ober ! Sufficiant vobis omnia scelera vestra, domus Israel ! [4] At memes comzou a adressomp deoc’h, tud scandalus, eus a bers ar memes Doue : en em gontantit d’en em goll hoc’h-unan, mæs na gollit quet da viana ar re-all : pe, evit lavaret-mâd, n’en em gollit quet hoc’h-unan, saveteit hoc’h ene : salva animam tuam ! [5] Mar dê ho lagad, ho torn, pe ho troad un occasion a bec’het evidoc’h, hastit d’en em dizober eus ar esel-fall, ha roit ho buez memes quentoc’h evit coll hoc’h ene ! [6]
C’HUEC’HVET GOURC’HEMEN.
Non mœchaberis.
Ne gometot aoultriach ebet.
Doue, dre’r c’huec’hvet gourc’hemen, a zifen ouzomp pep action dishonest. Ar guer mœchari a sinifi cometi aoultriach, mæs hervez sant Augustin ha doctrin an Ilis, e-unan, dre’r guer-ma e tleer entent pep action lubric : rac-se ar c’huec’h-