Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/251

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
eil loden.

Christ, ha templou-beo d’ar Speret Santel ? [1] Prenet oc’h, eme ar memes abostol , dre voad Jesus-Christ, respetit eta ho corf [2] ha n’en roit quet d’an drouc-speret evit ur blijadur mezus pehini a bâd quen nebeud a amzer hac a zo heuillet a guement a c’hlac’har. O Doue, eme sant Augustin, en em renta dîn eus a un eternite a dourmant evit ur moment a blijadur ifam, pebes follentez ! [3] Lod-all eus ar gristenien a gomet pec’hejou mezus ar re horrupla, gantho o-unan pe gant re-all, e meur a fæçon : siouas ! ne gredfent quet o c’hometi dirac ur c’hrouadur, penos eta, ô va Doue, e credont-y o c’hometi en ho præsanç hac e, præsanç an ælez santel !... An disterra familiarite, ispicial etre dud yaouanq, a zo dangerus-bras ; dihoallit eta ha quemerit an tec’h, mar fell deoc’h beza victorius ! Fuge, et vicisti [4].

2° An aoultriach eo ar pec’het a gomet un den demezet gant un den dizemez, pe, mar dint demezet o daou, an aoultriach a zo doubl. Ar pec’het-ma a zo c’hoas grevussoc’h eguet ar fornication ; rac estreguet an impurete pehini a zo ennan, eguis en eguile, ez-eus ive daou bec’het-all, ar parjur hac al laeronci. Ar parjur, rac an ini a vanq d’e bried, a dor al lê en deus græt e faç an auter da veza fidel dezan ; e sin a guemen-se o devoa roet o dorn an eil d’eguile ha recevet digant ar belec ar voalen a eured pehini a zo ar c’hachet hac ar ziel eus o fromessa : ul laeronci, rac corf an ini a zemez a zo d’e bried, ha mar dispos anezan, e comet ul laeronci hac ur c’hrim an horrupla. Evel-se an oll lezennou, quen divin, quen civil, o deus quement a horrol eus ar pec’het-ma, ma teuont d’er punissa dre’r maro, pe dre

  1. [I. Cor. VI, 19-20.]
  2. [Cf. Rom. XII, 1.]
  3. [Cf. « Momentaneum quod delectat æternum quod cruciat », lavar boutin lakaet war gont hini pe hini (Aostin d'ar peurvuiañ, met ivez s. Bernard pe s. Yann Beg-Aour).]
  4. [Gw. uh.]