6° Ar sacrilach, er vatier-ma, eo ar pec’het a gometer gant unan-bennac consacret da Zoue dre’n urzou sacr pe dre’r vœu a religion ; pe autramant ar pec’het a gometer gant un den libr en ur plaç sacr, evel ma’z-eo an ilizou , ar chapelou, ar berejou.
7° Pa na gredomp quet parlant eus ar pec’hejou a-enep an natur, tevaligen an nos hac an traou-mâd crouet gant Doue a lavaro d’ar priejou ifam ha d’an dud lubric-se penos ez-int monstrou a fallagriez, pere a dlefe da viana mont da scol al loened brutal !… Fonti a ran gant ar vez, eme sant Augustin, o parlant eus a bec’hejou quen abominabl ! Pec’herien lubric, emezan, la-quit evez na bignfe un eil guech, betec an êe, ar c’hri a bec’hejou Sodôm ha Gomorrh [1] pere a zo bet consumet gant ur glao a dân hac a souffr evit mouga an tân impur a oa e corfou o habitantet ! An diluch, eme Dadou zantel an Ilis, ne voue ive digacet, nemet evit goalc’hi an douar eus ar pec’hejou lubric : Omnis caro corruperat viam suam [2].
III. Effejou maleürus ar pec’hejou lubric a zo horrubl ha scrijus : ar pec’hejou-ma a zouill ar c’horf hac an ene, ato int caus eus a varo an ene, hac alies-bras eus a varo ar c’horf : coll a reont ar reputation ; dalla a reont ar speret ; grit hoc’h oll bossubl evit disquez da un den lubric, da be seurt danger en em expos ; lavarit dezan pebes calonad a ra d’e dud, er memes amzer ma coll e ene ; espliquit dezan peguen trist e vezo ar stad e pehini en em gavo hep dale : allas, ne vel, ne gleo ha ne gompren netra, e bassionou mezus a zall e speret : caër ho pezo repræsanti dezan an injur a ra e vuez-fall da Zoue hac an tor a ra de-