Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/254

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
doctrin ar guir gristen.

zan e-unan ha d’e nessa ; caer ho pezo er gourdrous hac er suplia da cench, caër ho pezo parlant dezan eus ar pez a zo a spontussa e lezen Doue, eus ar maro, ar vam, netra ne rai impression varnezan ; e galon a zo caledet dre’n tân eus al lubricite !!!



NAVET GOURC’HEMEN.


Non concupisces uxorem proximi tui.
Ne zezirrot quet pried ho nessa.

Allas ! ne dê quet dre action hepquen eo e cometer ar pec’het lubric, er c’hometi a rer ive dre’r zellou, dre’r zongesonou, dre’r c’homzou, ha dre’n desirou dishonest, rac Doue ne lavar quet deomp hepquen : ne reot quet an drouc, non mœchaberis ; mæs ne zezirrot quet en ober, non concupisces.

I. Ar pec’het quenta a lubricite eo an ini a gometer dre zongesonou dishonest e pere en em blijer : an daou dra-ma a zo necesser ; ret eo d’ar zongeson beza fall, da lavaret eo, control da lezen Doue ; ha ret eo en em blijout enni evit beza coupabl ; rac imagination an den a red evel an dour, hac an traou ar re villa a dremen a vechou dre speret an dud ar re zantella. Sant Paul, sant Beneat ha santes Theresa a barlant o-unan eus an traou fall a dremene dre o speret en amzer memes ma plijent ar muia da Zoue, abalamour d’ar fidelite gant pehini e rent o fossubl evito chasseal, evel ma ra ur soudard-mâd e bossubl evit gounit ar victor. Ar zongesonou fall ne rentont quet eta ac’hanomp coupabl, ma n’en em bligeomp quet enno ; er c’hontrol, hon renta a