corrumpunt bonos mores colloguia prava [1]… Sant Ian Chrisostom a lavar penos an dud-fall, dre o c’homzou hac o c’hanouennou-vil, a servich da deod d’an drouc-speret [2] : ia, emezan, evel m’en deus Doue e bredicatoret hac e ebestel pere a hanver tud-Doue ; evel-se ive ar speret impur en deus e vinistret pere a eller da henvel mevellou satan… Farcerez eo a livirit, eme c’hui, evit lacat c’hoarzin, ha ne zongit e drouc-ebet : mâd ha pur eo eta ho calon, var ho minou ; en em drompla a rit, ne ouzoc’h quet en em anaout : ho quinou ne barlant nemet eus a abondanç ho calon : ur muzul re-leun a lez greun da scuilla hac eus ar pez a scuill e c’houzor anaout ar greun : pa velan moguet, e lavaran ez-eus tân : pa zigorer ar bez, mar sorti un ezen-fall, e leverer ez-eus c’hoas breinadurez ennan ; evel-se, ho comzou a ro da anaout piou ez-oc’h : loquela tua te manifestum facit [3]… It pell diouzomp, rac n’ez-oc’h nemet tud corrompet, ho comzou eo an ezen-fall en ro deomp da anaout : ne chomit quet en hon touez, ellumi a rafac’h dre oll an tân eus al lubricite ; ho comzou a zo ar moguet dre behini e velomp sclær penos ema an tân vil-se en ho calon : c’hui eo ar greun-fall pehini a goll an ini mâd hac a ra quement a zistruch e douar an tad a famill, da lavaret eo, quement a ravach, dre ho comzou vil etouez guir vugale Doue.
IV. An dezirou lubric : ne zezirrot quet, eme Zoue, pried ho nessa : non concupisces uxorem proximi tui. Beillit, eme ar Speret Santel, var dezirou ho calon, rac eus ar galon e sorti ar zongesonou-fall, an aoultriach, ar fornication : de corde enim exeunt cogitationes malæ, adulteria,
10.