Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxij
goude an oferen.

sicouro ! Paour-bras oc’h a vadou spirituel : amzer an oferen a so amzer an aluzen ; goulennit hac e receffot. Poan hoc’h eus o tont a-ben eus a inimiet ho silvidiguez : assistit-mâd en ofiçou public en ho parres, en em unanit gant ar bobl fidel a-enep adversourien hoc’h ene, ha Doue a roï deoc’h ar victor varnezo. Pell e maoc’h diouz ar bourg, an hent a so diez : ia, mæs pec’het hoc’h eus lies a vech var ar sizun hac epad ho buez : offrit ar boan hoc’h eus o tont d’hoc’h ofiç parres evit ho pec’hejou, hac e reot ur binigen excellant hac un drâ agreabl-bras da Zoue. Petra ne rêr quet evit gounit ur sôm arc’hant, evit acquisita madou temporel ? Rouantelez an êe a so ur recompanç, eme ar Speret Santel, mæs ne vezo roet ar recompanç caër-ma nemet d’ar re o devezo he gounêet.



AROC AR GOESSION.
Var ar pez a so necesser evit ober ur goëssion-vâd.

Pemp tra so necesser :

Goulennit digant Doue ar c’hraç da anaout-mâd ho pec’hejou ; livirit dezan a galon :

Va Doue, roit d’in ar c’hraç d’hoc’h anaout ha d’en em anaout va-unan ! roit d’in sclerigen evit compren an niver hac ar grevusted eus va fec’hejou ! deut d’am sicour, mar plich gueneoc’h, ô va Doue ! hep-d’hoc’h ne allan netra ! (livirit en intantion-se ur Bater hac un Ave, Maria).

Examinit ho coustianç gant ur volontez sincer da anaout ho pec’hejou ; implijit an amzer convenabl evit o c’hlasq : songit e gourc’hemennou Doue hac e re an Ilis, ê deveriou ho stad, er