Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/262

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230
doctrin ar guir gristen.

decevet gant truflannerezet ; 3° re-all evit en em bea, emezo, var digarez n’o deus quet a c’hajou avoalc’h, a guemer eguis a zonch dezo o devize bet eleac’h-all : d’ar re-ma e c’heller lavaret : prix græt a oa etrezomp ; quemerit ho tra; restituit ar pez hoc’h eus quemeret ouspen, hac it, mar quirit da g1asq guelloc’h eleac’h-all : nonne ex uno denario convenisti mecum ? tolle quod tuum est, et vade [1].

Ar varc’hadourien o deus, alies, siouas, poëz ha poëz, muzul ha muzul [2] ; unan bras da brena hac unan bian da verza, ar pez a so abominabl dirac Doue, eme ar Scritur. Nac a faussoni er varc’hadourez hac er marc’hajou ! nac a leou-faus, ouspen an injustiçou a gometer.

Ar vicherourien hac an artisanet en em rent ive alies coupabl a laëronci, o tibuna, o vea, o c’hriat, o vala, pa zalc’hont neud, tamou lien pe damou mezer, pa guemeront bleud pe ed en tu-all d’ar pez a zo dleet dezo. Bras a stang eo an injustiçou a gometer er poënchou-ma oll.

3° O laërez dre usurerez : an usurerez a so rei arc’hant pe draou-all e præst, pe da gommerci, hep respont eus ar c’holl, mar guerru, evit caout interest divarnezo : laërez a ra eta an ini a ro ur scoet evit caout daou ; ur muzur segal evit caout ur muzul guinis : an ini a ro var daou-anter saout pe êgened pere a vezo istimet hirroc’h pris pa o roer evit na allint da dalvout var ben bloas. Mil art-all o deus c’hoas an dud pinvidic hac avaricius da zuna goad ar paour a behini ar c’hri a zao betec diou-scouarn an Autrou Doue, hac a vezo selaouet ganthan, eme ar Scritur [3]. Peleac’h e tec’ho eta un deiz an dud angraved-ma pere ne reont

  1. [Matth. XX, 13-14.]
  2. [Prov. XX, 10.]
  3. [Cf. Jac. V, 4.]