6° Participans : pa sicourit laërez ; pa guermerit ul loden bennac, pe ive, pa druffit bugale, pe servicherien, o receo digantho traou laëret a dy ho zud, pe eus al leac’h-all.
7° Mutus : o chom hep lavaret netra pa velit laërez ; ato hoc’h eus un obligation a garantez da avertissa ho nessa ; beza hoc’h eus ive un obligation a justiç mar d’hoc’h-unan eus a dud an ty e pehini e velit laërez.
8° Non obstans : ma na ampechit quet pa allit en ober, ha pa hoc’h eus calite evel-se.
9° Non manifestans : pa vanquer da ziscleria al laëron : guelet a rit bugale, servicherien o voal guemeret eleac’h ma chomit assamblez gantho ; ma ne cenchont quet, da viana, goude beza bet avertisset, e renquit o discuill.
III. An drede fæçon da noazout d’an nessa eo ober ur c’holl bennac dezan : e diou fæçon e c’heller en ober, dre neglijanç ha dre valiç.
1° Dre neglijanç : oc’h ober goal zervichou, dre lezireguez : o lezel al loened da vont da laërez, pe o chom hep o lemel dre ziegui… 2° Domach a rit d’ho nessa dre valiç, oc’h ententi proces pe afferiou-fall dezan, hep ezom ; oc’h e voal-dreti, ên pe e loened ; o tecrial e varc’hadourez evit en ampech da verza ; o lavaret ne voar quet e vicher, evit miret ne gavo labour, evel-se, nac e mil fæçon-all e c’heller noazout d’an nessa hac e oar obliget da restitui.
Mæs a c’houlennot, martese, peguement a renquer da laërez evit pec’hi marvelamant ? Nebeud avoalc’h, hervez lod eus an deologianet : daou scoët, divar goust ar re binvidica ; ur scoët, divar goust ar gommun eus an dud ; pemp guennec di-