Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/267

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
eil loden.



DECVET GOURC’HEMEN.


Non desiderabis domum proximi tui.
Ne zezirot quet ty ho nessa.

Ar seizvet gourc’hemen a zifen ouzomp quemeret pe derc’hel tra hon nessa, hac an decvet ar volontez memes d’en, ober : madou ar re-all na zezir quet evit o c’haout hep guir-ebet. Pec’hi a eller enep an oll gourc’hemennou dre zezirou fall pe injust, hac an oll dezirou-se a zo difennet dre lezen Doue ; cousgoude, evel m’en deus an den ur panchant brassoc’h d’al lubricite ha d’an injustiçou, Doue a zifen ouzomp, dre zaou gourc’hemen, an navet hac an decvet, ar volontez memes d’o c’hometi evit gallout derc’hel evel-se pur ha didach hor c’halon, pehini so ar zourcen a bep seurt drouc... Daou dra so difennet ouzomp dre’n decvet gourc’hemen : requeti acquisita madou hon nessa dre voyenou injust, ha staga hor c’halon ous an traou terrien.

I. Ne dê quet difennet requeti acquisita madou honestamant dre brenadurez, dre c’hounideguez, pe en ur fæçon-all bennac legitim ; mæs Doue a zifen ar volontez da acquisita tra hon nessa dre voyenou injust, pe dre avi : ne zezirrot, eme ar Scritur, na ty ho nessa, nac e bried, nac e zervicherez, nac e êgen, nac e azen [1]. Ne zezirrot quet e dy, da lavaret eo, eme an Tadou zantel, e leveou, e aour, e arc’hant, e vadou precius ; rac an traou-se oll a ententer dre’r guer a dy... Na zezirrot nac e zervicher nac e zervicherez, da c’houzout eo, ne deuot quet d’o deceo dre c’hourdrousou na dre bromessaou, evit o lacat evel-se

  1. [Ex. XX, 17.]